Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/559

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Sant Judis a zo glac’haret,
Met Plouëgis ’zo konsolet ;
Met Plouëgis ’zo konsolet,
’Retorn gant ho sant da Blouek.

   War douar Plouëk p’eo arruet,
Ar glao d’ober ’zo komanset ;
Ar glao d’ober ’zo komanset,
’Wit arrosi douar Plouëk.

   Ma lârent holl, koz a iaouank :
— Heman ’zo ur mirakl patant !
Heman ’zo ur mirakl patant,
’Ra Doue en faveur ar Sant !

   Bars en Plouëk p’eo arruet,
D’ann Drindet hec’h eo bet kaset ;
D’ann Drindet hec’h eo bet kaset,
Lec’h m’oa gant Doue destinet.

   Bars ann Drindet p’eo arruet,
Ur gouent d’ehan ’zo savet ;
’Zo savet ur gouent newe,
D’hon breudeur da bedi Doue.

   Chapell ann Drindet ’oa hanwet,
Met he hano a zo chanjet,
Bourk Ilis-Kaer hec’h eo hanwet,
Ha laket dreo euz a Blouëk.

   Bars en Kergrist hag ann Drindet
E peder Jorant en Plouëk,
Met en Drindet eo douaret,
Etal ur piller ’eo lakêt.

   Kaera tensaour ’c’h eus Ilis-Kaeris !
Kaout relego Jorant ’n hoc’h ilis !
Braz ar miraklo hen eûs grêt,
En kever tud koz, tud afflijet ;

   En kever ar belerined,
Ez oant war-droad deut d’hen gwelet ;
En kever ar martoloded
War vor prest da vea beuët.

   Bea ’oa ’nezhe seis ha kant,
Hag em c’hoestljont da Sant Jorant,
Hag holl hec’h int bet preservet,
Hep ma oe hini ’n hê kollet.