Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/563

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


JANNEDIG TOULOUS
______


I


   Mar plij ganec’h a selaoufet
Ur werz newez a zo savet ;

   Ur werz newez a zo savet,
A zo grêt da Santes Jannet.

   Jannet Toulous, merc’h un intanves,
Oa ’r plac’hig fur ha devodes.

   Da genta ez oa neeres,
D’ann eil ez oa kemeneres ;

   D’ann eil ez oa kemeneres,
Ha d’ann derved oa rouanes.

   Un orator a d-eûs savet,
Ewit adori ann Drindet.

   Bemde, kent ’wit mont d’he dewes,
Hec’h ee d’ saludi ar Werc’hes ;

   Ur chapeled a bemp dizenes
Bemdez, en enor d’ar Werc’hes.


II


   Ar rouanes a vonjoure,
En ti ’nn intanves p’arrue :

   — Na demad d’ac’h-c’hui, intanves,
Ha d’ho merc’hig kemeneres.

   Deut ’on d’ c’houl’ ar gemeneres
Da dont da vrouiad d’am fales,

   Da dispenn al lienn Kintinn,
D’ober rochedo d’am mab Dofinn.

   — Ma merc’hig na eo ket disket
Ewit grouiad da brinsezed,

   Da dispenn al lienn Kintinn,
D’ober rochedo d’ho mab Dofinn ;

   Ma merc’h n’ dispenn ket lienn Kintinn,
Met lienn-stoup ha bougasinn.