Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/565

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


III


   Ar prinz Dofinn a bourmene
Ouz eil penn ar gambr d’egile ;

   Ouz eil penn ar gambr d’egile,
Ouz ar gemeneres ’selle.

   Hen ’c’h ober ur sell dreist he skoa,
Ma welas anêhi o oela.

   — Kemeneres, d’in-me lâret,
Na ewit petra a oelet ?

   — ’Welet ’m eûs ar c’hraz digant Doue
Da labourad ’n ti ur roue.

   — Kemeneres, d’in-me lâret,
A be kalite hoc’h savet ?

   — Me ’zo savet a baourente,
Merwel en-hi, gant graz Doue,

   O touch ma zri gwennek bemde,
Bewa gant-hê ’n doujans Doue ;

   ’Touch ma zric’houec’h gwennek ar sunn,
C’hoaz, Dofinn, na ven ket o iün.

   — M’ho pije bet ’n tamm kalite,
C’hui ho pije bet ur roue ;

   C’hui ho pije bet ur roue,
Ha bea pô, gant graz Doue.

   Tri miz hanter ez eo pâdet,
Kent m’eo he labour achuet.

   Ouz ar pales p’eo sortiet,
Ar prinz Dofinn a zo klanvet.

   Medesined a zo klasket,
Da c’hoûd petra ’oa he glenved.

   Ar prinz Dofinn a zo klanvet
Gant chagrinn ann amourousted ;

   Gant chagrinn ann amourousted,
’R gemeneres ’renkje da gavet.

   Dimêzet oent hag eureujet,
Gant kalz a enor ha respet.