Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/567

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


IV


   He mageres a iavare
D’ar rouanes, un dez a oe :

   — Na terrupl ez hoc’h gloruzes,
A-boe m’hoc’h et da rouanes !

   — Aozet d’in krampoes tomm ha lês,
Me ’iel’ d’ho kwelet, mageres.

   ’N ti ’r vageres p’eo arruet,
Ar vageres d-eûs saludet ;

   Ar vageres d-eûs saludet,
Pehini d-eûs d’êhi lâret :

   — Et d’ar jardinn da bourmeni,
Da c’hortos lehinn da darewi.

   Bars ar jardinn p’eo arruet,
Hi a zo krenn disenoret ;

   Hi a zo krenn disenoret,
Gant ur bagad kourtisaned.

   Pa oa gant ann hent o tonet,
Ann Dofinn out-hi ’n eûs goullet :

   — Ma fried paour, d’in-me lâret,
Na ewit petra a oelet ?

   — ’Welet ’m eus ’r c’hraz digant Doue
D’ vea eureujet d’ur roue.


V


   Un abit manac’h d-eûs gwisket
Da hanter-noz ’eo partiet.

   Na bars ur pennadig goude
’Teuas ar menec’h da vale.

   Bars ar pales p’int arruet,
Goulenn loja ho deveus grêt.

   — Oh ! ia, lojet mad a vefet,
Pep a wele-plun da gousket ;

   Pep a wele-plun da gousket…
C’hui ’zo henvel ouz ma fried !