Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/575

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Ha digaset ganec’h ma seinturenn gaera
’Wit ma vinn mistr ha moan da vonet dirazhan. (bis)


III


   Pa antreas er sâl, a d-eûs hen saludet :
— Salut d’ac’h, emezhi, aotro ’r c’homt ma fried. (bis)

   Salut d’ac’h, emezhi, aotro ’r c’homt ma fried,
Tremenet ’zo seis vloaz ’boe nam boa ho kwelet. (bis)

   — Ha d’ac’h iwe, ’mezhau dimezel iffrontet,
N’eo ket c’hui ann hini a oa d’in dimezet. (bis)

   N’eo ket c’hui ann hini am boa choazet da vroeg,
Ar verc’h henan a-c’hann a fell d’inn da welet. (bis)

   — Me a gret, emezhi, ’z hoc’h gant ar gwinn troublet,
Me ê ar verc’h henan a zo d’ac’h dimezet. (bis)

   — Tec’h al lec’h-se buhan diouz ma daoulagad,
Pe me ’c’h a da drempa ma c’hleve bars da wad. (bis).


IV


   Ann hini goz a lâre en kambr he merc’h hena :
— Doue ! ’mezhi, ma merc’h, petra ’vô grèt brema ? (bis)

   Doue ! ’mezhi, ma merc’h, rèd ’vô aparisa !
Eman ho c’hoar er sâl, gourdrous ’ra hi lac’ha ! (bis)

   — Dalc’het, ma mamm, ’mezhi, dalc’het ma alc’houeo,
Hag it da gerc’had d’inn ma abit du kanvo ; (bis)

   Hag it da gerc’had d’inn ma abit du kanvo,
Ha mad a-walc’h a vô ewit mont d’ar maro. (bis)


V


   Pa antreas er sâl, hi d-eûs-han saludet :
— Salut d’ac’h, emezhi, aotro ’r c’homt ma fried ; (bis)

   Salut d’ac’h, emezhi, aotro ’r c’homt ma fried,
Tremenet ’zo seis vloaz ’boe n’am boa ho kwelet. (bis)

   — Ha d’ac’h iwe, ’mezhan, prinses, penoz a ret ?
Terrupl ez hoc’h mezus, pa na dostaët ket. (bis)

   Chanjet braz ho kavan a-boe ’m boa ho kwelet,
Terrupl eo glaz ho jod, kornig ho tal merglet ; (bis)