Terrupl eo glaz ho jod, kornig ho tal merglet,
Pelec’h eman ar mab pehini ’c’h eûs ganet ? (bis)
— Me ’c’houl’ ma vinn fontet evel amann rouset,
Mar am eûs-me biskoas na merc’h na mab ganet. (bis)
— Ansavet ’ta, prinses, ouzinn ar wirione,
Ha n’ho pô drouk a-bed, abalamour d’ho re. (bis)
— Me c’houl ma vinn fontet evel amann war blad,
Mar am eûs-me biskoas ganet na merc’h, na mab. (bis)
Hag hen tapout he dorn neuze war he feutrinn,
Ken a lampe al leas war hec’h abit satinn. (bis)
— Allons, ma sonerrienn, sonet ar gavotenn,
M’ aï’ ma frinses ha me da zansal en dachenn. (bis)
Na mar karjeac’h, prinses, n’oac’h ket deut d’am zrompla,
Me ’m boa hoc’h eureujet, kaera merc’h ’zo ’r vro-ma. (bis)
Na oa ket diouzin a oa d’ac’h ober goap,
Me na on ket ul laer pe ur c’hokinn bennag. (bis)
Allons, ma sonerrienn, sonet holl ar c’hanvo,
Intaon ê a-darre ann aotro ’r c’homt Gwillo !
Dastumet gant ann aotro P. Chardin,
En Kastell Roïgu, en parous Ploesal, ann daou war-n-ugent a viz Ebrel, 1871,
Roët d’inn gant ann aotro Anatole A. Vartelemm.