Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/579

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AR GÉANT LIZANDRÉ
Aotrou ar Voas-c’hlaz, en parous sant loup
________


  ’Tre Coatarsant ha Lizandre
’Zo asinet un assamble.

  Doue da reï d’ezhe beaj vad,
Ha d’ar re ’zo er gèr kêlo mad.

  Ann aotro Coatarsant a lâre
D’ann aotro Lizandre, p’hen salude :

  — Bet ’m eûs lizer digant ar roue
Da gaout brezel ouzid Lizandre.

  — Mar t-eûs lizer da gaout brezel ouzinn,
Diskoues da lizer m’hen lenninn.

  — Disterra soudard ’zo em bandenn
N’astenfe ket he zorn d’id, azenn.

  — Mar d-on-me azenn, a dra sur,
Me n’on ket azenn dre natur ;

  Me n’on ket azenn dre natur
Ma zad oa brudet un den fur.

  Mar n’hoc’h eûs ma zad anveet,
Brema-soudenn he vab anvefet.

  Dibret, floc’hig, ma inkane gwenn,
Laket ’r brid arc’hant en he benn,

  Hag dibr alaouret war he geign,
Ma vo brao da dougenn un azenn.

  Pa gouefe ma marc’h bep kammed,
Me renk mont fenoz da Wened.

  Ann aotro Lizandre a lâre
Da Santes Anna, pa zigoueze :

  — Demad d’hec’h, Santes Anna Wened,
Deut on c’hoas ur wez d’ho kwelet.

  En tric’houec’h emgann ez on bet,
Breman hec’h an d’ann naontekvet.