Grêt c’hoas ur burzud em andret,
Gant ann aoun na vefenn gloazet.
Me reï’ d’hec’h, o mamm Gwerc’hes ker,
Seis gwiskad ’wit ho seis aoter.
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Santes Anna out-han d-eûs komzet.
— Oh ! ia, te zo bepred ma mab-me,
Kers buhan d’ar gêr, Lizandre.
Na gas den ganid d’ann emgann-se
Met da floc’hig bihan a ve.
Ann aotro Lizandre lâre
D’he floc’hig bihan en de-se :
— Lemm da gleve ouz ma hini,
Ha deus-te d’ann emgann ganin ;
Em dalc’homp hon daou en ur c’hever,
Ha ni droc’ho dir ’vel ann awel.
Ann aotro Coatarsant a lâras
Da Lizanbre, ’vel m’hen gwelas :
— N’hoc’h ket en ho pro un den karet,
Pa n’ez hoc’h deut gant soudarded.
A-boan a oa he c’hir lâret,
M’oa Coatarsant eno koueet,
Gant hanter-kant he soudarded,
Hanter-kant all a oa tec’het:
Hag ar floc’hig bihan en tu all
Hen d-eûs lac’het ur c’hement all.
Ar roue, pa hen d-eûs klewet,
D’he baj bihan hen d-eûs lâret :
— Paj, ma fajig bihan, hastet
Da vont fete da Sant Briek,
Da gomz ouz ’nn aotro Lizandre
’Wit lâret d’ehan dont ma bete.
Pajig ar roue a lâre
En Sant Briek pa arrue :
— Demad ha joa d’ar gêris-man,
’Nn aotro Lizandre pelec’h ’man ?
Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/581
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ