Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/585

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  P’arru ’r morian ’n penn al lis,
O sonjal er-vad gonid ar pris,

  E tol he zillad d’ann douar,
Lizandre ’dol he re war-var ;

  Neuze pa deu da dic’houina,
’Tole dour binniget gant-han.

  Pa neue ’r morian bars ann êr,
Lake he gleve d’hen digemer.

  Morian ar roue ’zo lac’het,
Ann tu Lizandre ’zo kiriek.

  Ar roue, pa hen d-eûs gwelet,
D’ann trec’her hen eûs lavaret :

  — Hast kaer, emehan, Lizandre,
Tenna da gleve euz ma morian goue.

  — Me n’ brisfen dougen ur c’hleve,
’Zo bet en morian ar roue…

  En meur a stourm edon-me bet,
Ouspenn dek mil am eus trec’het,

  Biskoas n’am boe kement a boan,
’Vel o c’hoari euz ar morian.

  Itron Santes Anna, ma mamm ger,
C’hui ’ra burzudo em c’hever ;

  Me ’savo d’hec’h un tibidi
War grec’h, ’tre Leguer ha Guindi… [1]


___________

  1. Le Guindi est une petite rivière qui se jette dans le Jaudy, à Tréguier. C’est à tort que M. De La Villemarqué a dit :

    « Etre bek Leger hag Indy. »

    Je ne connais en Bretagne aucun cours d’eau du nom de « Indy.»