Ann duk Denobre a lâre
War bave Gwengamp pa varche :
— Pelec’h eman ’r merc’hed ama
Laka ar c’hanon da straka ?
Kriz a galon mar na oelje,
War bave Gwengamp neb a vije,
O welet ar merc’hed, ar groage,
O tastum dillad ho gwele,
Ann tapiso, al linselio,
Ar golc’hejo, ar balino [1] ;
Ar c’holc’hejo, ar balino
Da stoufa prennestro ’r c’hanono.
Ann duk Denobre a lâre
War bave Gwengamp pa varche :
— D’am soudarded ar merc’hed koant,
D’in-me ann aour hag ann arc’hant !
Ann duk Denobre a lâre
En porchet Gwir-Zikour p’arrue :
— C’hui ’ve kontant, Gwerc’hes Vari,
’Lakafenn ho ti da varchosi,
Ho sakretiri da gav ar gwinn,
Hag hoc’h aoter da daol keginn ?
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Ar c’hleïer da zôn ’zo komanset ;
Ar c’hleïer a gomans da zon,
Hag ha laka spont ’n ho c’halon.
Ann duk Denobre a lâre
Na d’he bajig bihan neuze :
— Pajig, pajig, ma faj bihan,
Te ’zo dilijant ha buhan,
Te ’zo dilijant, prim a droad,
Kerz ewidon war ann tour plad ;
Kerz ewidon war ann tour plad,
Da c’hoûd piou ’zo euz ho branskellad ;
Kas ganid kleve, sabrenno,
Gant da daoudorn te ’gombatto.
- ↑ Les BALINO sont des espèces de courtes-pointes particulières au pays.