Seiz vloaz oa pa hi c’hasas di,
Seiz vloaz eo bet el leandi ;
P’oa he fevarzek achuet,
Neuze ez int bet eureujet.
— Resev ’ran lizer en peb gîs,
Digant ho kenderv, mont da Baris.
— Ma friedig, mar am c’haret,
Mesajer ’wit-hoc’h a gasfet.
— Mesajerrienn ’walc’h ’m eûz kaset,
Hini ’nn ez-he n’ zo distroët,
Me iel’ ma unan bet’ ar but,
Balamour da gomzo ann dud.
Fontenella a lavare
Parouz Prat na pa guitaë :
— Ur banniel-gwenn, euz ar c’haeran,
Da botred Pradis a roan ;
Da botred Pradis a roan,
M’ho dô sonj a Fontenella……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Fontenella a lavare,
En lez ar roue p’arrue :
— Demad, roue ha rouanes,
M’ho salut ho taou asambles ;
M’ho salut ho taou asambles,
Deût on iaouankig d’ho pales.
Hag ar roue a lavaras
Da Fontenella, p’hen klewas.
— Pa ’z oc’h deut, deut-mad ra veet,
Komerret skabell hag azeet ;
Komerret skabell hag azeet,
Dalet ho setans ha lennet.
N’oa ket ’l lizer digoret mad,
Oa ann dour war he zaoulagad.
Fontenella a lavare
D’he bajig bihan en de-se :