— Dalet, pajig, ma faj-bihan,
Dalet gwalenn ma biz-bihan,
Kaset hi d’ benherez Coatezlan,
Ma defo sonj’ Fontenella !
Ar paj bihan a lavare
En Coatezlan pa arrue :
— Demad ha joa bars ann ti-ma,
Ar benheres pelec’h ema ?
— E-medi bars ar gambr kousket,
Tolet-pled a hi dishunfet ;
Ter noz ’zo banne n’ deûz kousket,
Gant ann nec’hamant d’he fried !
Ar benheres, pa deûz klewet,
Gant ’r vinz d’ann traon ’zo diskennet ;
— Laket ar c’hezek euz ar c’hoch,
Ma ’z inn da Baris fed-a-noz ! —
Fontenella a lavare
Diwar ar chafod, un dez oe :
— Me ’well o tont ar benheres,
E-kreiz etre diou varkises ;
E-kreiz etre diou varkises,
Na oar ket ez eo intanves !
Endan-hi ’n abit fleur ampes,
Na oar ket ez eo intanves !
Mar wife ar pez ouzonn-me,
Eo un abit du a dougje !
War he barlenn ’r skudell arc’hant,
Da c’houl’ arc’hant d’he faeamant.
Ar benheres a lavare.
En lez ar roue p’arrue :
— Demad, roue ha rouanes.
M’ho salut ho taou asambles :
Demad ha joa bars al lez-ma,
Ma friedig pelec’h ema ?
— Eman duze war geign-he-gorf,
Troc’het he benn diouz he gorf !