Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
VARIANTE
Fontenella a lavare
En Koad-ar-Rinec p’arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
’Nn otro Rinec pe-lec’h ema ?
— Komerret skabell, azeet,
Dalet ul lizer ha lennet.
— N’eo ket ken kriz al lizer-man,
Na lennin euz ma sa ’nezhan.
N’oa ket gant-han digorret mad,
’Kouee ’nn dour euz he daoulagad ;
N’oa ket gant-han hanter lennet,
Skabell d’azea ’n eûz goulennet.
— Roët d’in skabell d’azea,
Hag ur banne gwinn da eva ;
Hag ur banne gwinn da eva,
Dare ma c’halon da ranna !…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Me ’wel o tont ar benheres,
Hag hi e-kreiz tre diou brinses,
En he dorn ur skudell arc’hant,
O c’houl’ paeamant ar jujamant…
__________