Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/99

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  — Ewit brema me na inn ket,
Un dro-bennag all n’ lâran ket ;
Un dro-bennag all n’ lâran ket,
Breman am eûz afer preset ;

  War-dro pemp kant skoed a vank d’in,
C’hui, ma c’hommer, ho rofe d’in ?
— E-lec’h pemp kant a c’houlennet,
Pemp mil ho peo, mar karet.

  — Me a garfe, ma c’hommer vraz,
Gwelet ho suit en keraglaz.
— Gwelet ma suit en Keraglaz
A ve d’ac’h-c’hui sur ur goust vraz.

  — En Keraglaz ’zo bara poaz,
Ha, ma ve ezomm, a vô c’hoaz ;
Ha, ma ve ezomm, a vô c’hoaz,
Deut gant ho suit da Geraglaz.

  — Diskennet, otro Keraglaz,
M’inn da vareges en ho plaz.
— Pa lakaïnn kant skoed ’n un inkane,
E dle dougenn un ’all ha me.

  ’Tre Koad-ann-drezenn ha Keraglaz
E konter a zo ter lew vraz ;
E konter a zo ter lew vraz,
Grêt ganen ’n un heur orolaj…

  En Keraglaz p’è arruet,
En dourrel uc’hella eo êt,
Da c’huitellad e komansas ;
Honnes ’c’huitelle gant kouraj !

  C’huitellad ’ree war bouez he fenn,
’Wit ma klewje ar volerienn…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Pemp fuzuil karget a vank d’in,
C’hui, ma c’hommer, ho c’havfe d’in ?

  — E-lec’h pemp fuzuil ’c’houlennet,
Pemp kant ho peo, mar karet ;
Pemp kant ho peo, mar karet.
Hag he suit a deûz disarmet.

  Neuze, pa glewas sôn ar bal,
Da assambli ar jeneral :
— Laket-ewez, otro Keraglaz,
’Vec’h hoc’h invanti traïtouraj ?