Pajenn:Luzel - Histor ar Republik, 1875.djvu/6

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
L’Echo de Morlaix

HISTOR AR REPUBLIK
Abaoue ar bevar a viz Gwengolo 1870 bete hirio.
————


V.

Ar Republik, pehini ez oa da genta, evel hon eûs lavaret, en darn vihanna, er Gambr, e d-eûs goneet moueziou, hep paoues, hag er Gambr hag er vro. A neubeudou e teuas ar republikaned da gaout ar majorite er Gambr. Kalz a vonarchisted, tud a skiant ha tud fur, pere a gar mad ho bro dreist-holl, a droas a-du gant-hê, pa weljont sklêr na oa netra a vad da ober en tu-all, hag evel-se, ar bemp war-n-ugent a viz c’houerveur 1874, un amendamant pe lèzenn grêt gant ann aotro Wallon a deuas da dremen, hag ar Republik a oe neuze savet evit mad. Hirio eta, ar Republik e d-eûs evit-hi ar majorite, pe ann darn-vuian ar moueziou, kerkoulz en Kambr ann deputeed evel er vro ; al lezenn a zo du gant-hi, gouarnamant all a-bed nemet-hi na zo hervez al lezenn, hag ann hini a grife : « Ra vevo ann impalaër ! » pe : — Ra vevo Herri pemp ! — a gomzfe eneb lezenn he vro, hag e kouezfe indan dorn ar justis.

Bezit holl eta, ma zud keaz, a-du gant ar Republik, mar karet mad ho pro, hag ho mad ho-unan.

Konstitution ar bemp war-n-ugent a viz c’houerveur, pe al lezennou a reen (qui dirige) hirio ar Republik, na int ket holl euz ar gwella, marteze, hag e vije bet gallet ho ober gwelloc’h. Na eus ket a forz, kemerromp bepred ar pez a roër d’imp, ha divezatoc’h, dre hon furnez, e teufomp da gaout ur gonstitution, pe lèzennou gwelloc’h, hag e vezo neuze padus ar Republik, ha savet evit pell-amzer, marteze evit biken. Ar pez a faot d’imp-ni Fransijenn, evit beza ar vro grenva hag ar muia pinvidik euz ar bed, ez eo ur gouarnamant mad ha padus, ha na vezo ket diskarret ken alies, evel ma ve, siouas ! a-baoue tost da gant vloaz. Ar puissansou pe ar broïou all na gazont ket (ne detestent pas) ar Republik, evel a ve lavaret d’heoc’h alies gant ar monarchisted ; met ann dra na garont ket, ez eo gwelet ken alies ar Franz o chench a c’houarnamant.

Ar Republik a zigor he diou-vrec’h d’ann holl, ha mar hoc’h bet bete vrema bonapartisted, pe legitimisted, pe orleanisted, na eûs ket a forz, deuit d’ezhi, hep aoun hag hep mez, hag e vefet digemerret mad. Kalz a dud a renk uc’hel, ha galloudus, ha pinvidik braz, evel ann aotronez Thiers, De Remusat, De Cazes, De Noailles, De Tocqueville, Casimir Perier, D’Audiffret-Pasquier, Wallon, Léonce De Lavergne etc… goude beza bet monarchisted, ez int deut da veza republikaned, dre m’ho d-eûs gwelet sklêr ez oa ar Republik ar gwella euz ann holl gouarnamantjou, ha na oa hini all a-bed possibl en Franz, en amzer a hirio. Grit evel-t-hê, ma zud keaz, hag e rafet mad, ha n’ho pezo ket keuz divezatoc’h.

En elektionou a vezo grêt hep-dale, evit henvel senatourien ha deputeed nevez, e kredomp stard e vezo ann darn-vuian, pe ar majorite euz ann deputeed republikaned, hag e vezo neubeud a senatourien bonapartisted, Kement-se a zo a walc’h evit ma pado ar Republik pell-amzer, marteze da viken. Ra vezo eta unanet ar republikaned evit harpa ha difenn ar gonstitution, evel eman da c’hortoz ma vezo gallet ober anezhi gwelloc’h, — ha ra voto ann holl elektourien evit tud hag a anavezont evit karout ar Republik.

Lavaret a vezo d’heoc’h gant al legitimisted hag ar bonapartisted penaoz ar Republik na bado ket pell-amzer, abalamour ma c’hell ar gonstitution beza as-gwelet (révisée). Ann dra-se a zo gwir, ar gonstitution en ur Republik a c’hell atao beza as-gwelet, met evit lakâd anezhi da veza gwelloc’h un dra bennag, ha nann evit diskar ar Republik. Ha neuze, ann as-gwel (la revision) na c’hell ket beza grêt a-raok ar bloaz 1880.

Lavaret a rafont d’heoc’h c’hoaz penaoz ann as-gwel-se a diskaro ar Republik. Na gredit ket se. Ann Amerik a zo en Republik abaoue kant bloaz hag a zo deut da veza, indan ar gouarnamant-se, unan ann nationou ar muia galloudus hag ar muia pinvidik euz ar bed holl ; ouspenn c’huezek articl a dalvoudèges (importants) a zo bet lakêt a-baoue en he c’honstitution. Hag ar Suiss, hon amenages, pehini e d-eûs digemerret ken mad hon soudarded paour, epad ar brezel diveza, a-baoue meur a gant vloaz eman ive en Republik, hag he lèzennou a zo bet as-gwelet alies, ar pez na harz ket anezhi da veza unan ar broiou ar muia pinvidik hag ar muiua eürus euz ann Urop.

Na selaouit ket eta ann dud-se, ma mignoned, ha votit bepred evit ar Republik, da lavaret eo evit ar peoc’h, ar garantez ann eil evit egile, en ur gir — eürusted ann holl. Votit evit ar Republik, evit na vezo ken a revolutionou, pere a c’hlac’har ann holl, ha bezit neuze hep nec’hamant, rag grêt ho pezo ho tever e kever ho pro, hag e kever Doue.

Fin.