Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IANN KERGLOGOR
AR C’HANER BALEER-BRO
————
I.
Ar c’haner coz baleer-bro
Hec’h a dre ar maesou en dro,
Pe ve ann amzer caer pe fall,
Hac en he dorn he vâz gargal.
Diroget ez è he dillad,
En he dreïd ’zo eur botou-coad,
He varo a zo hir ha gwenn,
Hac ive e vleo, war e benn.
War he benn a zo eun toc plouz,
Ha war he geinn eur zac’h lezr rouz,
Miret aboe ann amzer gaer
Oa soudard d’ann Impalaër ;
An hini braz, Napoleon,
Hen defoa calon eul leon,
Hac en defoa heulliet pell, pell,
Bepred en tân hac en brezel.