Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45
PROSPER PROUX
KLEMGAN
war varo P. Proux
Barz Kerne[1]
————
Kenavo ! Kenavo !!…
I
— « Perag c’hoantad mont kuit, o barz ?
Sell, peb tra zo kaër hag a c’hoarz
Breman ouz ann den war ar bed,
Ann heol, ar bieuniou, ann evned.
Chom ganimp c’hoaz eur pennadig,
Kan d’imp ur werz pe ur sonig,
Rag te oar, gant ur ganaouenn,
Lakâd prim pep kalon laouenn. »
— « Allas ! An amzer a zo fall,
Kerkoulz en Breiz vel en Bro-C’hall,
Ewit c’hoarzin, kana soniou,
Hag er prajo kutuill bleuniou.
Allas ! kaër am bo c’houeza stard
Bepred e tawo ma bombard
Pe mar kan a vo truezuz
Evel kan un anaon klemmuz. »
— « Adren, kanvo, tenvalijenn !
Sell en oabl tad ar sklerijenn
A skuill dre-holl al levenez,
Ar iec’hed, hag ar garantez ;
- ↑ Echo de Morlaix ; 35e année, n° 22, 1 Juin 1873.