Pajenn:Luzel - Klemgan war varo P. Proux, 1873.djvu/3

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
47
PROSPER PROUX

« Torr he benn ! Trec’hi pe verwel,
« Araok, bugale Breiz-Izel !
« Araok ! Ur Gwir Vreizad biskoas
« Dirag ur c’hleze a dec’has,
« Ar maro kent an disenor
« A vezo bepred gir Arvor. » [1]


II


— Evelse kane ar Barz mad,
Uc’hel he benn, lemm he lagad,
E kane gant kalon ha nerz
He gan kaër, he ziveza gwerz.

Met dreg-han a oa ann Ankou
Ganthan he falc’h ’n he zorn dehou,
Ha gant un tolig hep truez
Troc’has he gan hag he vuhez.

Hag ar geno gane gwerziou
Gwerziou a vrezel ha soniou,
Levenez an dud a bep oad
Sethu han breman leun a voad !

Ah ! Pebeus glac’har, Bretoned !
Sethu marw roue ar Barzed,
Prosper Proux, ar c’haner lirzinn
A lake an holl da c’hoarzinn !

  1. Ar pennad-ma zo kemeret deuz gwerz diveza Proux gret ann 28 a viz Eost 1870. (Noten gant Luzel).