Ar barz karet hen euz savet
Ar soniou koant a ve klevet
Kana a bep tu bars ar vro,
Falc’het eo bet gant ar Maro !
Ah ! Falc’her dall ha dinatur
Te a skuill glac’har dreist muzur ;
Perag skei velse en hon c’hreiz
Ar Barz, plijadur holl dud Breiz !
Allas, piou frealzo breman
Ar paour kez gwasket er bed man ?
Rag netra na dalv ur sonig
Wit kalon ann den reuzeudig.
Kenavô, barz ker, ma mignon,
A garien a greiz ma c’halon !
Ama peb tra a dro da fall,
Te zo gwelloc’h en ur Vreiz all !
Er vro lec’h ma ’z eo pep tra gwell
E lec’h n’euz na drouk na brezel
Trubarderaj na kasoni,
Na poan na klenved na kozni.
Azeet war ho c’hadoriou
Ar Barzed selaou da zoniou,
Ar Barzed koz a gane c’huek
Hag a gare ar brezonek.
Brizeuk, ar barz e vleo melenn,
Mestr ar gwerziou, mestr ann delenn,
Pajenn:Luzel - Klemgan war varo P. Proux, 1873.djvu/4
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48
PROSPER PROUX