Ur wez a oa daou denig hag a defoa ur mab digwet gant he bemzek pe c’houezek vloaz. Ha ’vel ma oant paour hag ho defoa poan braz o vewa, un dez a larjont d’éhan : — Rèd a vo did, ma faotr, mont un tu bennag da c’honid da voued. — Ma ! a lâras ar paotr, mont a rin.
Ewenn Koadalan a oa he hano, ével hé dad.
He dad a ro d’éhan tric’houec’h diner, he vamm, un anter-dousenn grampoez, hag ec’h a-kuit ar paotr.
Pa oa o vont gant ann hent, a tigwezas gant-han un aotro gwisket kaer, pini a laras d′ehan :
— Pelec’h ec’h ez ével-se, ma faotr ?
— Da vale-bro ; da glask da c’honid ma boued.
— Mar kares dont ganen ?
— Ia a-walc’h, na ran ket a forz gant piou.
— Goud a rez lenn ?
— Un tammig, met nann kalz.
— Neuzé na out ket ann hini a glaskan, mar ouzoud lenn.
Hag ec’h eaz ann aotro a-rok.
— Sell ! a laras neuzé Koadalan d’ehan he-unan, na tléjenn ket bea lâret a ouzoun lenn ; me a vije bet mad gant [ann] aotro-se. Rèd eo d’in trei ma chupenn war ann tu-gill ha mont d’hen diarbenn ; na anaveo ket an-hon.
Ober a ra ével-se, lakad he chupenn war ann tu-gill, redek dré ar parko
hag em gavoud aré diarok ann aotro war ann hent.
- ↑ Ce conte est un de ces nombreux récits populaires, transmis par la tradition orale, et qui font le charme de nos chaumières et de nos manoirs bretons durant les veillées d′hiver. Il a été recueilli sous la dictée du conteur et traduit avec une grande fidélité sur le texte authentique.