Pajenn:Luzel - Koadalan.djvu/11

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

gant-han, a ré ével ma karé) hag a tigwez hep-dalé er Spagn. Mont a ra raktal d′ar palès, hag a c′houlenn komz gant ar roue. Ar roue hen digommer mad, dré ma sonjé gant-han a oa mab ar roue Franz, he niz, a behini hen defoa kommerret ar strumm hag ann neuz.

Daou pe dri dé goudé ma oa digwêt, pa oa un dez o valé dre ar jardinn gant ar Roue, a c′houlennas diout-han :

— Petra, ma eontr, me a sonjé d′in penoz ho poa ur verc′h iwé ?

— Nann a vad, ma niz, n′am euz merc′h a-bed.

Bea hen defoa unan, met na c′houlenné ket a vijé gouvéet, hag hen defoa hi dastummet en un tour, gant ur plac′h ar gambr. Ur wez bemdez ec′h ee da welet he verc′h, met na ee den a-bed nemet-han.

Ann dewarlec′h pa oa Koadalan o valé aré bars ar jardinn gant he éontr, a oe souezet o welt ur voul-aour o ruillal war ann ale hag o tont da stoka euz beg he votez.

— Petra eo ar voul-aour-man, éméhan ?

— Netra, emé ar roue.

— Boul aour he verc′h a oa, péhini a oa o c′hoari war lein ann tour gant he flac′h ar gambr, hag a defoa tolet he boul d′ann traon, pa defoa gwelet ur prinz kaer o vale er jardinn gant he zad. Koadalan hen defoa gwelet anehi iwé. — N′euz forz, éméhan, abred pe diwezad me a gavo ann tu da gomz gant-hi.

Sével a ra ann noz-se da anter-noz, ha gant he levrio a kav ann tu da vont béteg he dor, hep bea gwelet na klevet gant nikun. Skei a ra war ann or : tok ! tok ! tok !

— Aman na ve digoret da den ; piou oc′h-c′hui ?

— Mab ar roue Franz.

— Mab ar roue Franz, ma c′henderv ! neuzé a vo digoret d′ac′h.

Hag a tigoras dehan, hag a em bokjont evel kenderv ha keniterv, hag a chommas gant-hi en he c′hambr bete ma tarzas ann dé. Hag a boe, a teue bebnoz, bebnoz, ha den na wié netra. Setu ma em gav dougéres ar brinses. Ar roue ac′h ée bemdez iwé d′hi gwelet hag evel ma kavé a wellaë, a lâras dehi un dé :

— Vad a ra ho poued d′ac′h, ma merc′h.

— Ia sur, ma zad ; ha neuzé n′am euz morc′hed gant netra.

Dont a ra ann amzer iwé ma renk gwillioudi, hag a c′han ur mab bihan ar c′haera. Met setu pa deu a roue, evel bemdez, ha pa wel ur bugel bihan en ur c′hawel, hag he verc′h klanv en hé gwélé, ez eo terrupl fuloret, hag