Pajenn:Luzel - Koadalan.djvu/15

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

ann dez, a sell en-dro d′éhan, hag a anvez ar rochell e-kichenn pehini a kimiadas Théreza digant-han.

— Hola ! a lâras neuzé, n′eo ket kollet holl c′hoaz !

Hag a c′halvas ter gwez : Théréza ! Théréza ! Théréza ! Ha kerkent a em gavas Théréza.

— Ezomm a t′euz an-hon, emehi, Koadalan ?

— Ia sur, prinses, rag néc′hamant a-walc′h am euz aman !

— Goûd a rann holl : kollet a t′euz da levrio, ha da vroeg, ha da vugel ! Met mar kares ober penn-da-benn evel ma lârin d′id, me a raio d′id ho c′haout c′hoaz.

Hen kass a ra da gichenn kastell Foukes, hag a lâr d′ehan neuzé :

— Kousket int holl bréman bars ar c′hastell. Kè goustadig, goustadig da gambr Foukes, hag a weli anehan kousket war he wélé, hag war un daol vihan, étal he wele, ann tri levr-ruz. Tap an-he, ha deus-kuit gant-hé, hag e-keit-sé, me a gavo d′id da vroeg ha da vugel.

Mont a ra Koadalan bete kambr Foukes, pehini a diroc′hé, astennet war he wélé ; tapout a ra ann tri levr-ruz, hag a teu-kuit gant-he neuzé, buhan-buhan. Thérésa a oa euz hen gortoz, ha gant-hi he vroeg hag he vugel. Ma pokas d′hè, hag a oelé gant ar joa.

— A-rok mont-kuit, a lâras neuzé Thereza : Pétra a vo gret da Foukes ?

— Ma fé ! p′am euz brema ma levrio, ma groeg ha ma bugel, na ioullan drouk-abet d′éhan kén.

— Ma ! eomp-kuit neuzé, buhan.

Pa oent digwêt en kreiz ar c′hoad, a lâras c′hoaz Théréza d′éhan  :

— Breman a kimiadan ouzid ewit bikenn, rag na em welfomp ken.

Hag a savas neuzé en er, ha prestig a kollas ar gwel anehi.

Koadalan, he vroeg hag he vugel a bignas neuzé en ho c′haronz, pehini a deuas kerkent ha ma oe goulennet, hag a em gavjont hep-dâle en bro Koadalan, en Plouaret. Ma oe souezet braz ann holl o welet ur prinz hag ur brinses ker kaer, rag nikun n′ho anavéé, zoken tad Koadalan hag he vamm, péré a oa deut da vea koz, ha paour bepred. Ma savjont ur c′hastell kaer ar c′haera. Met ann daou goz a chommas en ho zi bihan-plouz, welloc′h a em gavent eno, hag ho mab n′ho lezé en ezomm a bed, hag a roë d′hè arc′hant, kement ha ma karent.

Un dez a Laras Koadalan d′he dad :