Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/14

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XII

troas da Bariz e diwez miz kerzu hag a reas moula e leor gwerziou gallek, Les Chants de l’Epée. Al leor-man, embannet gar An Uhel e-unan, — o chom neuze 17, ru Lamartine, — a zeuas a-zindan ar wask en deiziou diweza eus miz c’houevrer 1856 ; n’en devoe na brud na gwerz ebet, daoust m’en devoa an aozer kinniget pep gwerz d’eun den brudet bennak eus Bro-C’hall.

Prestik goude, e kavomp en eur gelaouenn sizunveziek moulet e Pariz, L’Aigle (niverenn an 13 ebrel), eur werz c’hallek sinet « L’auteur des Chants de l’Epée, An Uhel », ha deiziadet : Pariz, 16 meurz 1856. Er memes kelaouenn e kavomp c’hoaz meur a werz pe son sinet, breman, eus e hano e galleg (Luzel), diou studiadenn, unan war « Machiavel », eben war « Shakspeare et Voltaire », hag ivez eun danevell, Jenovefa Rozgwenn [1].

Epad ar bloaveziou 1856 ha 1857 ma chomas er gêr-benn, An Uhel a zarempredas, — hervez Anatol Ar Braz ha J. Loth, — ar skrivagnerien brudet Th. Gautier, Ch. Baudelaire, H. Murger ha Gérard de Nerval. Ne seblant ket o defe ar skrivagnerien-ze pouezet kalz pe nebeud war spered An Uhel, nemet marteze an hini diwezan, dre ma reas anaout d’hon c’henvrôad gwerziou ar bobl hag al « lieder » eus an Alamagn. Ober a reas An Uhel eur veaj war-zu ar Rhen, e-kerz miz gouere hag eost 1857, rak eus Haguenau eo deiziadet danvez eur romantig Arzur Menguy, hon eus kavet en e baperou ; n’ouzomp ket hag eo bet moulet en eur gelaouenn bennak eus Pariz.

E yalc’h [2], evit doare, o veza deuet treutoc’h-treuta, An Uhel a reas e sonj da skriva da benn-rener Akademi Roazon evit goulenn digantan eur plas bennak pe a rejant pe a vestr-studi. Digemeret mat e voe e c’houlenn, rak an 11 a viz c’houevrer 1858 e kavomp anezan mestr-studi e « lise » an Naoned : er garg-ze e

chomas betek an 3 a viz here. Etretant, ar 14 a viz gouere, e

  1. — Embannet diwezatoc’h e Revue de Bretagne et de Vendée (genver-meurz 1864), dindan an hano a Henora Lestrézec nemet eo dishenvel-tre an eil lodenn, adskrivet ma ’z eo bet etretant gant An Uhel.
  2. — Ma c’hellas An Uhel beva keit-se e Pariz, rak ne c’honeas netra gant e vicher a skrivagner, eo, a gav d’eomp, gant an arc’hant en devoa espernet, met kentoc’h gant an arc’hant en devoa bet a-ziwarlerc’h e vamm, maro ar 15 a viz mae 1853.