Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/169

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
143


— Ma ! lakaomp klaoustre.

— Ya, a-walc’h ; petra a lakafomp ?

Va zenzor, mar kollan, enep da vuhez, ha hini da baotred, mar kollez.

— Kontant oun ; lavaret eo !

Ma voe lakaet an deiz war-lerc’h evit ar redadeg.

— Da dro eo, Youen ar Reder, ha diwall da goll, pe e kollfomp holl hon buhez.

— Bezit hep morc’hed, va mestr.

An deiz war-lerc’h, d’an eur lavaret, en em gav an daou reder er par. Roet e voe d’eze peb a bod-pri, hag e tleent mont da garga o fodou d’eur feunteun a oa dek leo ac’hane, ha distrei gante leun a zour. Ar roue a skoas tri daol en e zorn kleiz, ha setu int êt kuit.

War o hent e oa eur chapel hag e oa merket war he mogeriou holl geloiou ar rouantelez. Youen en devoa amzer, hag a chom eno da lenn. Ma krog neuze ar c’hoant kousket ennan, hag e kouez d’an douar, harp e benn war benn eur marc’h maro ’oa eno. Reder ar roue a oa bet beteg ar feunteun ha dija e oa o tistrei, gantan war e benn e bod leun a zour. Job al Lagadek, an tenner mat, a welas neuze ’oa manet kousket Youen ar Reder. Tapout a ra prim e wareg, ha gant eur bir e skarz ar penn marc’h a oa dindan e benn. Heman a zihun neuze, a grog en e bod, hag e teir pe beder gammed e voe e-kichen ar feunteun. Karga ’ra e bod a zour, hag e tistro, hag ec’h arru da genta er par. Poent ’oa d’ezan, rak egile n’en devoa ken nemet daou gammed da ober !

— Va malloz ! eme ar roue Kezar, holl a ran !

Ha ma renkas rei e denzor.

E-pad eiz deiz, e oa bet eiz kemener oc’h ober sïer da lakaat an aour hag an arc’hant. Pa voent kaset holl war eul lestr, e tistrojont dre vor. Digouezet ’oant dija pell, pa weljont o devoa ankounac’haet kurunenn ar roue Kezar hag e zant. Ma voe ret d’eze dont war o giz. Fanch Krenv a voe kaset da gerc’hat ar gurunenn hag an dant. Antren a ra ’barz ar palez, hep ma krede den hen harz ; an holl a sponte oc’h hen gwelet. Mont a ra beteg ar gambr ’lec’h m’oa ar roue, hag hen trist mat. Gant eun taol dorn e ra lam-