Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/19

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XVII

Th. Clairet e Kemperle), ennan c’houec’h kontadenn, darn e galleg, darn e brezoneg : diou anê a oa diembann ; ar peder all a oa bet moulet war gazetenn ar Publicateur du Finistère (Kemperle), adalek ar 25 a viz du 1869 betek an 9 a viz ebrel 1870. Al leorig-ze, hervez lavar an aozer, n’oa nemet evit rei d’al lennerien eun tanva eus e eost ha diskouez d’eze penaos e rê hag ec’h intente e labour.

Epad ar brezel etre Bro-C’hall hag ar Prus (1870-1871), An Uhel, chomet e Breiz-Izel, a savas meur a werz e brezoneg evit kennerzi e genvroïdi : darn a voe moulet er gazetennou aman hag a-hont, darn all war feilhennou distag.

Achu ar brezel, An Uhel en em lakaas adarre da zastum kontadennou : abaoe 1868, e gefridi a oa bet adnevezet bloaz ha bloaz, hag a vo, betek 1873. Sonjal a ra bepred en e eil leor a Werziou Breiz-Izel, rak prest ’oa e dourn-skrid, met ne gaso e vennad da benn nemet e miz mezeven 1873.

E miz gouere 1872, Breuriez Breiz (l’Association Bretonne), nevez adsavet, a dlee kaout eur c’hendalc’h e Sant-Brieg. Etouez al labouriou da ober, merket war ar roll [1], en em gave heman : « Ober istor gwirion gwerziou ar bobl e Breiz-Izel, bete vreman. » An Uhel a gredas e oa bet laket al labour-ze war ar roll evit ma stagfe gantan, hag e skrivas e bennad De l’authenticité des chants du Barzaz-Breiz. Lenn a reas e labour ar 5 gouere. Trouz ha tabut a savas : eur re ’oa a-du gant Kervarker ; re all gant An Uhel. ’Benn ar fin, e voe divizet ne vije ket embannet ar pennad-labour-ze gant al labouriou all lennet epad ar c’hendalc’h, hag An Uhel a reas moula [2] anezan en eul leorig e ti Guyon, mouler e Sant-Brieg (1872).

E miz mezeven 1873, e reas marc’had gant Corfmat mab, mouler en Oriant, da embann e eil leor a Werziou Breiz-Izel. Gant miz here, o welet n’ee ket al labour-moula buan awalc’h en-dro, e teuas da chom d’an Oriant, evit rei eun tamm lans d’ar mouler ;

al leor a zeuas a-zindan ar wask e deiou diweza miz meurz 1874 :

  1. — Kredi a reomp eo war ali an aotrou Anatol de Barthelemy, aozer gant an aotrou Geslin de Bourgogne eus al leor talvoudus bras : Eskoptiou Breiz.
  2. — An Aotrou David, Eskob Sant-Brieg, a alias An Uhel d’ober moula e bennad-labour, evel m’oa bet lennet hag hep ober trouc’h ebet (Lizer An Uhel d’e vignon Gaidoz : Plouaret, 11 gouere 1872).