Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/24

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XXII

e reas an dourn-skrid. Ne gavas ket eun embanner-leoriou da gemer frejou al leor war e gont, ha ne gendalc’has ket gant ar mennad-ze [1].

D’e vignon Gaidoz, a c’houlenne digantan pegoulz e kemerje e retred, evit beva neuze evel m’en dije c’hoant, An Uhel a respontas an 18 a viz here 1893 : « E dibenn ar bloaz a zeu, ha marteze araok. » N’ouzomp ket perak ne reas ket : marteze keuz da guitaat Kemper ha dilezel an nebeud a vignoned en doa eno ; marteze diegi da zianneza evit distrei da Blouaret, e barrez c’hinidik, e-kichen e vreudeur hag e c’hoarezed ; marteze aoun da gaout eur bansion gwall dreut ; marteze an holl draou-ze ; marteze ivez, dre ma oa maro, nevez zo, an den o oa dindanan, e felle d’ezan gortoz ma vije an den nevez akuit awalc’h war ar vicher ha barrek da c’houzout an ardremez hag al labour. Chom a reas ’ta dieller betek e varo.

Mervel a reas e Kemper ar 26 a viz c’houevrer 1895 ; sakramantet e voe gant an abad Abgrall, e genvreur er Vreuriez « archéologique ». Goude e obidou lidet en iliz-veur Sant-Kaourintin, e gorf a voe douaret e bered Sant-Jozef Kemper. Dirak ar bez, eur ger bennak a voe lavaret gant A. Paban hag A. Ar Braz. Eun dek vloaz goude, pe war-dro, — dre aked e c’hoarezed, e vreudeur hag e niz an Aotr. Paol An Uhel, — e relegou a voe kaset da vered nevez Plouaret : emaint aze etouez re e gerent.

An 2 a viz gwengolo 1906, e voe savet d’An Uhel, war leur-gêr Plouaret, eur skeudenn arem, henvel-beo outan : war ar sijenn-vaen kizellet eo bet engravet penn-da-benn roll e leoriou. Goueliou eus ar c’haeran a voe grêt an deiz-se. An dud diredet

a-vern a bep korn ar vro a glevas prezegerien helavar oc’h ober

  1. — Dourn-skrid An Uhel a ’n em gav breman e leordi ti-kear Roazon. Eun dibab hon eus grêt ennan ha, gant eur re bennak all, hon eus savet eul leor, Ma C’horn-bro a zeuio, hep dale pell, a-zindan ar wask.