Pajenn:Luzel - Sermon evit gouel ann hol-zent.djvu/11

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
130
sermon evit gouel an hol-zent.

a varvas, hac en eun hunvré, he zad a rebechas d’ezhan he maro hac a c’houlennas ma teuje da veza dall. Neuze hen doe eur c’heuz braz, hac a ieas dious he vro, gant he der verc’h, he vibien o veza deut da veza cacous. Priam a ouelas kement, ken a deuas da veza dall. Frealzet a oe eun nebeud gant he verc’hed, pere a rene anezhan. Hogen buanedigès Doue na oa ket c’hoas couezet. He verc’hed a c’hoantaas eur paotr. Ann hini henan a lavaras d’he diou c’hoar : — « Hon madou hol a zo collet, den ebed na sell ouzimp ; evel claskerezed omp o hentja eun dall. Mar cavet mad, e prenfomp gwinn, da rei nerz d’hon zad, ha pa vezo mezw, peb-hinin ac’hanomb d’he zro a gousko gant-han. » Ann ali a oe cavet mad gant ann diou all, hac ar verc’h henan a gouskas gant he zad, ann noz kenta, antronoz, ann eil verc’h, ha goude, ann derved. Ann ter flac’h a deuas da veza dougerezed. Bugel ar c’hentan a oa tort, hinin ann eil, cam, hac hinin an derved, bouzar. En eun hunvré, ann tad a anavezas he bec’hed nevez. Neuze e cassas cuit he verc’hed milliget, hac he-unan neuze, hep eur c’hi zoken, a valeas dre ar vro, betec ann heur euz he varo. Dre ar scouer-man eo disket d’imb penaoz ar pec’her a zo bepred castiet.

En miz here e hader ed, has er c’horeïz e rer pinijenn. Hirie a pedfomb ann holl zent, warc’hoas e pedfomb evit ann anaoun. Pedit, arbedit Doue da gaout truez ouzoc’h.

Me am eus envor Annaïc Gwisarn a deus collet he onner. Rèd eo d’ann hinin hen eus hi c’havet digass anezhi d’ar vaouès paour-ma, ha tleout a ret zoken clasq anezhi, mar na n’è ket bet cavet c’hoaz. Eun ober mad a vezo, en deiz ar varnedigès.

Gwiz Tangui Kerfaohir hac he c’huec’h oc’hic a zo bet debret gant ar bleizdi, er parc tost da goad ann dorghenn. Rèd eo d’eoc’h mont gant ho chass ha fuzuillou evit lac’han ar bleizdi-ze, pe e colfet ho chatal hol, er goan-ma. Jakès Kergribet, perac na gassès-te ket da vugel diveza d’ar c’hatekiz ? Te a losk anezhan da luguda, hed ann deiz, war ann hentjou, da glasq neizou, ha da ober ar c’hanfard. Te a losq ive da verc’h hena da vont d’ar