Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/102

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —


   Ha da lacad he benn er pod,
Hac he lost bars al lès-ribot,

   Hac o commans da lipad lès,
Pa na glewe ket ar vates.

   — « Lapad-lapad ! eme ar c’haz,
D’am c’halon a ra eur vad vraz ! »

   Gant ar valiz ez ia enn-hi,
E stlap ar c’haz war leur an ti.

   Ar c’haz kes a chomm souezet,
O welt pebeuz lamm hen eus bet.

   « — ’Loal, ’mezhi, Olier fredon,
Clasket ar zonerrien da zôn ;

   Ha clasket c’hui ar bombarder,
Hac ann dud iaouanc euz a gêr,

   Da zont d’ober eur zôn d’ar c’haz,
A zo chommet fatiket braz ! »

   Pa gommans ann traou da dripal,
E commans ar c’haz da finwal ;

   Hac hen ’vont gant réjouissans,
Hac o lammad en creiz ann dans.

   Eun denjentil a dremenas,
Gant carriolen’ dre ’n hent braz ;

   O welet ar faribolen,
Zeuas ’mes he garriolen ;

   E-mès he garros a zeuas
Ewit dansal war ann hent braz.

   — « ’Léal, ’mezhan mestr Nicolas,
Pogement ’gousto d’in ho caz?

   Arc’hant ’walc’h am eus d’hen paëan,
Hac hen caved crenn a rencan.»

   Hanter cant scoed, en arc’hant gwenn,
Eo gwerzet Moutic, dra serten.

   Setu et Moutic da Baris ;
Na retorno ken war he c’hiz :

   Hac an dud iaouanc contristet,
Hac ar zonerrien glac’haret !