Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/112

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —


EURED AL LAOUENANIC.
____


   Da eured al Laouenanic,
Ann ozac’h a zo bihanic.

   Mont ra en-dro ’n effnic cov-guenn,
Da ober en peb-lec’h pedenn.

   Da eured al Laouenanic,
Ann ozac’h a zo bihanic.

   — Deut peb-hini gant eun draïc,
      Hac allas ! n’eo ket pinvidic,

         Da eured etc..

   — Me ielo, eme ar c’hilloc,
      Hac a gâno caer, en a-raoc.

         Da eured etc...

   — Me ielo ive, ’me ar fra,
      Hac a gasso ganen bara.

         Da eured etc...

   — Me ielo ive, me ’ar vrân,
      Ha ’gasso ganen eur c’hef-tân.

         Da eured etc...

   — Me ielo ive, ’me ar big,
      Ha gasso ganen eur pez kig.

         Da eured etc...

   — Me iel’ ive, me ’r geginn,
      Hac a gasso eur podad guinn.

         Da eured etc...

   — Me iel’ ive, ’me ’r c’hefelec,
      Hac a raïo coant ar bêlec.

         Da eured etc...

   — Me iel’ ive, ’me ar vioc’h,
      Evit zicour da zon ar c’hloc’h.

         Da eured etc...