Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/138

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —


      Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn, he
   c’houc, he askell gleiz, he askell dehou.
   Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
   Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He askell dehou, he askell gleiz, he c’houc, he benn, he lagad
   dehou, he lagad cleiz, he deod, he vec?

      Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn, he
   c’houc, he askell gleiz, he askell dehou, he geinn.
   Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
   Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He geinn, he askell dehou, he askell gleiz, he c’houc, hebenn,
   he lagad dehou, he lagad cleiz, he deod, he vec ?

      Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn, he
   c’houc, he askell gleiz, he askell dehou, he geinn, he gov.
   Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
   Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He geinn, he gov, he askell dehou, he askell gleiz, he c’houc,
   he benn, he lagad dehou, he lagad cleiz, he deod, he vec ?

      Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn, he
   c’houc, he askell gleiz, he askell dehou, he geinn, he gov,
   he vozed cleiz.
   Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
   Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He vorzed cleiz, he geinn, he gov, he askell dehou, he askell
   gleiz, he c’houc, he benn, he lagad dehou, he lagad cleiz,
   he deod, he vec?

      Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn, he
   c’houc, he askell gleiz, he askell dehou, he geinn, he gov,
   he vorzed cleiz, he vorzed dehou.
   Penaoz c’hallo ur voualc’h canan,
   Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He vorzed dehou, he vorzed cleiz, he gov, he geinn, he askell
   dehou, he askell gleiz, he c’houc, he benn, he lagad dehou,
   he lagad cleiz, he deod, he vec ?

      Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn, he