Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/188

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 132 —


      Ar c'hloarec pa ve cousket, — Le dabadi...
Na ra zeblant a-bed ;

      Met ar c'hloarec pa zifun — Le dabadi...
A zo 'vel ar gommun ! —


Canet gant Mie Ane Bourhiz.

______________



SONIC
____


— Me am eus war ma leur tri bern ed, — emezhan,
Ha bars ma c’hraou tric’huec’h a ronsined, — emezhan,
Eur c’hement-all a saout, — emezhan,
Evurus ar plac’h allo ma c’haout — emezhan.
— Me am eus ter gweren alaouret, — emezhi,
Tri c’hlaourennec n’ho lipfont ket ; — emezhi ;
Me am eus tri lestr war ar mor, — emezhi,
’Zo êt da gargan da Rochefort, — emezhi ;
Unan a zo en sant Malo, — emezhi,
A zo carget a rubano, — emezhi,
Un’ all a zo distro d’al lenn, — emezhi,
A zo carget a lienn gwenn, — emezhi,
Un’ all a zo er Portugal, — emezhi,
A zo carget a orangès, — emezhi.
— Breman pa arruo miz maë, — emezhan,
Deuo ar merdedi d’ar gêr, — emezhan,
A vô libr d’ar merc’hed iaouanc, — emezhan,
Da bep-hini dibab he c’hoant, — emezhan,
Hac ho pezo eur martolod, — emezhan,
Hac a chagrin ho pezo lod, — emezhan.

______________