Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/192

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 130 —


   Ac’hane ni a glevo cleier hor c’houenchou,
Eno ni a gâno da Doue melodiou ;

   Eno ni a gâno gant ar vouez huëlla :
Ar Gloria in excelsis, ha Salve, Regina !


Canet gant Marianna Ar Berr, kemenerès en
Plouguerneau, scrivet gant L. Sauvé,
mis eost, 1871.

______________



FANCH COLLETER
____


      Mar plij ganec’h, a silaoufet
   Eur zônic coant a zo zavet,
      Tramtouriretta, lamptoulira !
      I rei tra la, tra la la la !

   Eur zonic coant a zo zavet,
Da Fanch Colleter ec’h ê grêt ;

   ’Zo êt da Zant-Jann d’an ofern,
Hep santout na poan nac anken,

   Da bédi Zant-Jann vinniget
D’ober eur burzud ’n he audret.

   — Na, otro Zant-Jann vinniget,
C’hui rafe ’r burzud em andret ?

   C’hui rofe d’in hardiègès
Da vont da welet ma mestres ? »...

   — Ha demad d’ec’h, ma mestres ker !
— Ha d’ac’h, ’mez-hi, Fanch Colleter ! »...

   — P’am eus bet an hardiègès
Da dont d’ho cuelet, ma mestrès.

   Ha coulsgoude ’zo d’in laret
N’am eus nemet amzer gollet.

   — An hini ’n eus lâret d’ac’h se
A wie tost d’ar wirione...