Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/194

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 138 —


   Bihan eo crossen an noade
Da vewa groeg ha hugale !

   — Ma mestrès, na lâret ket se ;
Pemp gwennec bemde me am be.

   Breman, p’arruo ’n amzer vad,
’M ô eur gwennec ’n tuont d’am zad !

   — Penos ’c’h allfe c’hoarveout se ?
Kercouls kemener eo ha te.

   — Ma mestrès, roët conge d’in,
Ma ’c’h in breman da ambarki,

   Da ambarki war vatimant,
Da vont d’ar Spagn pe d’an Holland !

   — Fanchic, me a ro congé d’ec’h,
D’ambarki, pa blijo ganec’h ;

   Pa n’ retornfac’h tanfoueltr biken,
Fanchic, me na ouelin taken !


Mac'harit Fulup.

______________



ER GÊRIC WENN, TRAON AR MENEZ
____


Er gêric wenn, ’n traon ar menez,
   Irei tra la la la dira lalaireu !
Eman ma douz, ma c’harantez ;

   Eman ma douz, eman ma c’hoant, — irei etc.
Eman ma hol gontantamant.

   A-bars ann noz me hi gwelo,
Pe ma c’halonic a ranno.

   Ma c’halonic n’eo ket rannet,
Ma dousic coant am eus gwelet.

   Hanter cant nozvès ez on bet
En toul he dor, na wie ket ;

   Ar glao, ann aval ma foetad,