Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/198

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 142 —


PA OANN WAR DOSENN RUNFAOU
____


   Na pa oann war dosenn Runfaou, tra la li la la !
Me ’welet ma mestres eno.

   Me ’welet ’n èhi ’vont da vouit dour, tra la, li la la
Ha me o vonet d’hi zicour.

   Ha me o c’houlenn digant-hi ’tra la li la la !
— Merc’hic, ha c’hui entent dimi ?

   Hac hi ’c’h ober eur zouch d’he scoa, tra la li la la !
O lâret d’in : tra la la la !

   — Tawt, merc’hic, ha mar caret, tra la li la la!
Nin a vô hon daou dimezet ;

   Nin a vô hon daou priedo, tra la li la la !
Braoa daou vô en sant Malo.

   Bet oa er scol gant eur bêlec, tra la li la la !
Etre Gwengamp ha sant Briec ;

   Etre Gwengamp ha sant Briec, tra la la li la la !
Na ewit diski ar Gallec.

   Nemet he borpant a oa toull, tra la li la la !
Ma couezas he c’hallec er poull.

   Caër hen defoa toui doue, tra la li la la !
Mes Breton a oa coulz goude.

   Ann hini hen eus grêt ar zon, tra la li la la !
A zo o chom en Lanhuon ;

   En Lanhuon, ’n penn ar c’hohu, tra la li la la !
Eno hen cavfet, tu pe du.

______________