Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/206

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 150 —


   Me ’m boa roët d’ac’h eur ialc’h zeï,
A oa en-hi leun a voneï.

   Digasset ma moneï d’ar gêr
Ha dalt ho coalen, gaoudisser !


Keranborn. — 1848

______________



ME N’ VIN NA BÊLEC, NA MANAC’H
(ZON CLOAREC)
____


   Entre an dachen hac ar prat,
A zo eur pont, me oar er fad,

   Ha na n’eus den ’wit hen tremen,
Na gant eur bagad scolerien...

   Na d’an oferen-bred pa ’c’han,
Pater nac ave na laran,

   Nemet zellet dreist bec ma scoa
Eur plac’hic a ra ma hol joa.

   Me wel ma dous ’n creiz an iliz,
Ken caër hac aour pe flourdeliz ;

   Eur c’hoeff batist zo war he fenn,
Zo coustet seiz scoet ar walenn ;

   Eur c’hoeff bihan zo dindan-han,
Dantelezet euz ar c’haëran ;

   Cotillonen zo dindan-hi,
Ha daou vord arc’hant warnezhi ;

   Eur roben ru, bet ’an douar ;
A greiz ma c’halon me hi c’har !

   — Dâlet arc’hant en ho codel,
Hac et d’ar scôl da Landreger ;

   Hac et d’ar scol da Landreger :
Bezet bêlec ’roc dont d’ar gêr.