Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/208

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 152 —


   — Miret hoc’h arc’hant en ho ialc’h !
Me n’ vin na bêlec, na manac’h.

   Tôlet ma levrio bars en tan,
Pe ho roët d’am breur bihan ;

   Pe ho reit d’an neb a garfet,
Rac ’wit bêlec me na vin ket !

   Me n’ vin na bêlec, na manac’h,
Ma c’halon a c’houlen eur plac’h ;

   Eur plac’hic coant euz a Gerneo,
Glaz he lagad, melen he bleo ;

   Ha mar n’am be ket anezhi,
Preparet ma c’hroas-nouen d’in !


Jan-Yvon ar Maillot. — Priel.

______________



AN ENVNIC ROUZ
____


Me ’zo eun den iaouanc ; -’wit-on n’on ket galant,
Me oar scrivan ha lenn, gônid aour hac arc’hant ;
Ha me disclerio d’ac’h, kent vo fin d’am fropos,
An neb a choaz mestrès na gousc na de na noz.

Me ’m eus choaset unan ’zo caeroc’h ’wit al loar,
Brillantoc’h ’wit an heol, pa bar war an douar ;
Brillantoc’h ’wit an heol, na pa bar war ar bed ;
Rannan raï ma c’halon, mar na ro d’in remed.

Me am eus diou vestrès, hanvel ouz diou rozenn,
Unan an-he ’zo ru, unan-all a zo gwenn ;
An hini wenn an-he zo ’n jardin ar c’hreiz-de :
Aouën ’m eus na woenvfe, p’arruo n’ amzer grenv.