Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/212

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 156 —


ENVNIC SAINT-NICOLAS
____


   Tostaët, tud iaouanc, hac a clevfet canan
Eur zon divertissant ’zo savet er bloaz-man ;

   ’Zo gret d’eun den iaouanc a escopti Guened,
Gant an nevez-amzer a zo bet glac’haret.

   Ec’h an c’hoas eur veach bete ti ma mestrès,
Na pa gollfenn ma foan, gret am eus aliès.

   Dimeuz ar proposio a gonclufomp breman,
A rencfomp ’n em guitaad ha ’n em dispartian.

   — Salut d’ac’h, ma mestrès, gant guir humilite,
Ennoc’h a esperan, couls en noz ’vel en de.

   En defot na allan goûd sclezr ar wirione,
Ennoc’h a gonfian, dre wir humilite.

   — O ia, ma zervijer, n’ho pet doutans a-bed,
Hac ho carout a ran gant eur galon barfet.

   Kentoc’h vanco ar glao da donet da c’hlebian,
An envnigo er goën da donet da ganan.

   — Arsa-ta, ma mestrès, reit hu d’in ma c’honje,
Pa na ven permetet da derc’hel amitie.

   — O ia, ma zervijer, me reï d’ac’h ho conje,
Gant ar gondition ma retornfet arre ;

   Gant ar gondition arre ma retornfet,
N’am eus ket meritet beza abandonnet.

   Pa oan et em guele eun nenbeut da repoz,
Me gred oa tremenet an heur a hanter-noz,

   Me ’clevet eun envnic fredoni eur chanson,
War vordic ar rivier, damm-dostic d’an dour dôn.

   Ha me hac o sevel war vordic ma guele,
Da zilaou an envn-glaz pehini gane gè.

   Ha ma lare an envnic, ken coantic dre he iez :
— « Setu, ma zervijer ker, glac’haret da vestrès ;