— Eun Doue ’zo bars an ne, hac hon gwel hac hon c’hlew,
Na oufemp pe-lec’h monet ewit cuzet out-han.
Pâd eur momedic amzer hon be contantamant,
Ha goude hon be hon daou calz a afflijamant.
— Me wel an noz o troublan, an heol oc’h izellad,
Kenavezo, berjeren, pa na ’non ket d’ho crad !
— Kenavezo d’ac’h, otro, hac ho trugarecad !
Doue da rei d’imp hon daou peb a avantur vad !
Keranborn. — 1848.
En crec’h, en traon, gant ar c’hoajo (bis.)
A zo eur vergerenn eno,
Si bon, la jolie bergère,
Si bon la belle jolie !
Canan a ra ken brao, ken dous !
Mouez eun dimezellic a deus !
Mab ar Roue a lavare :
— Dibret-hu d’in ma incane ;
Dibret-hu d’in ma incane,
Ma c’h in d’ar c’hoajo da vale !
— Berjerenn, cânet eur chanson,
An hini ’gânec’h bremazon.
— Allaz ! ne allan mui canan,
Gant ar c’heuz d’am breur iaouancan !
Gant ar c’heun d’am breur iaouancan,
’Zo war ar mor o navigan !