Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/232

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 176 —


— Pa oan bet euz hi goulen, d’in-me n’ hi rojac’h ket,
                        me a gred :

Nac it-hu breman en dro, hac eun all ’ta clasket,
                        mar caret.

— Bonjour, ma merc’h Annaïc, setu d’imp calonad,
                        ma merc’h vad,

Goude bet en sant Moëlou gant Ervoan o couscad,
                        ma merc’h vad !

______________



FANTIC BOURDEL
____


   Fantic Bourdel, ar plac’hic coant,
Zo et da varkizès da Werrand.

   Fantic Bourdel a vonjoure,
Bars en Gwerrand, pa arrue:

   — Demad ha joa ’bars an ti-man,
Markiz Gwerrand pelec’h e-man ?

   Bars en Gwerrand, dindan ar zâl,
A zo eur feunteun dour clouar,

   Zo out-hi eur scudel arc’hant,
Ewit debauch ar merc’hed coant...

   An dro d’ar c’hastel hi deus grêt,
’N tâl ar feunteun ’c’h ê digwezet ;

   ’N tâl ar feunteun ’c’h ê digwezet,
Ar scudel arc’hant deus cavet ;

   Ar scudel arc’hant deus cavet,
He leiz a dour a deus efet.

   Fantic Bourdel a lavare
D’an ôtro markiz, deuz ar beure :

   — Otro markiz, mar am c’haret,
d’am digass d’ar gêr e teufet.