Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/236

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 180 —


— ’Wit-on d’ veza mab a di braz,
Margodic, me n’ ran ket a gas,

Gant ma hallin-me beza well
Euz ho carante ’roc merwell.

— Ma c’harante, keit ma vewin,
Wit se, otro, hoc’h assurin.

Se, otro, hoc’h assurin rin,
Met nann en hano da dimi.

— Margodic, d’in-me leveret,
Petra ’zo caus n’am c’haret ket ?

Petra ’zo caus n’am c’haret ket ?
Me ’m eus mado, c’hui n’oc’h eus ket.

— Hac ho pe mado, ’meï, otro,
Me ’meus genet, hac ho dalvô ;

Hac a dalv muioc’h ma genet
Wit kement mad hoc’h eus er bed.

’Wit-on me da veza dister,
Ha beza merc’h eur jardiner,

Me oar lenn, scrivan war baper,
Coulz ma oar mab eur c’honseiller.

— Margot, Margot, ma dousic coant,
C’hui deufe ganin-me d’am c’hambr ?

C’hui deufe ganin-me d’am c’hambr ?
A bemp cant scoet m’ho craï contant.

— Miret, otro, ho pemp cant scoet,
Pe reit-int d’an nep a garfet ;

Pe reit-int d’an nep a garfet,
Wit-on me n’ho goulennan ket.

— Margodic, lavaret-hu d’in,
C’hui deufe ganin-me d’am zi ?

C’hui deufe ganin-me d’am zi ?
Me vewfe anoc’h disoursi ;

Ha me ho cuisco en goege,
Hac en pourpr hac en cadrine.

— Ar goèg, otro, ’zo d’an iliz,
Hac ar pourpr a zo d’ar bourc’hiz,