Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/252

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 190 —


   Eun inkin glaz war he barlen,
Eur merinos en he c’herc’hen,

   Eur c’harcan aour an dro d’he gouc,
Ha gant Tersec int pêet tout !

   P’a Perrinic en toullou clos,
Ve Tersec o chach war he broz,

   Ve Tersec o chach war he broz ;
— Perrin, poent ê mont da repos !

   Deuz an Tour d’Auvergn vo gwelet
Vont ganthan d’he gambr da gousked ;

   Ha ma ve huchet war Dersec,
— Te ec’h ê zur cog ar merc’hed !

   — Tewet, Perrin, na oelet ket,
Me hoc’h eureujo, pa gerfet.

   Set’ int dimêt hac eureujet,
Hac et ’n eur guele da gousked !


Anna Drutot. Pédernec.

______________



PLAC’HIC LANHUON
____


SONIC
____


Ehars en kêr Lanhuon a zo eur plac’h iaouanc
Hac a deuz tri amourous da bere a deus c’hoant.

Ar c’hentan zo piquer-min, egile zo toër,
Egile zo quiginer, da heman eo an affer.

Me am eus roët d’ezhi boutou diou wec’h griet.
Me a garrie, coantennic, beza ganeoc’h cousket.

Deut-hu ganen-me, Monic, deut-hu ganen d’am zi,
Na pô netra da ober, nemet em bourmeni.