Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/268

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 212 —


CLOAREC KERTANGUY
____


Pa oa ar c’hloarec iaouanc o lenn he lizero,
Arruas eur c’hannader da annons ar c’hêlo ;
— Terrupl, cloaregic iaouanc, ho cavan dizoursi,
Hac hen dimêt ho mestrès dimeuz a Gerdanguy ;
Hac hen dimêt ho mestrès eneb d’hi zantimant,
Hac et gant eun aufredour deuz a gêr-clos Wengamp.

Ar c’hloarec, pa ’n eus clewet, a zao ’n he zâ vatant,
’C’h a da gâd he vewel-braz gant ar gommandamant :
— Cabrestr d’in ma incane, roës-te kerc’h d’ez-hi,
Me ’renc monet da gousket fenoz da Gerdanguy.

P’arruas en Kertanguy, a oant hol o coanian ;
Ar c’hloarec da zaludin ar re-goz da gentan.
— Na d’ac’h-c’hui, cloarec iaouanc ! Petra zo a newe,
Ma ’z oc’h-c’hui en Kertanguy, d’ar c’houls-man deuz an de?
— Aliès, aroc breman, am eus lojet ’n ho ti,
Ha fenoz a rin are, ma ve commaudet d’in...
N’ c’heus ket a zonj, ma mestrès, ’boue pardon Lanvode,
Ho poa d’in-me assuret ha touet dre ho le;
Ho poa d’in me assuret ha touet dre ho le
A vijemp-nin unisset, pa blichje gant Doue ?
Mar oc’h c’hui, ma mestrezic, rouanes ar gened,
Ni moamb bet eul lestr caër, c’hui ac’h eus hi freuzet ;
Ia c’hui ac’h eus hi freuzet, hep caout consians,
Ha ma rentet languissant, hep caout esperans.
Da c’hortoz an urz ractal, couls en de vel en noz,
C’hui ’m rent en captivité, vel en prizon Bro-Sôz.
— Mar ve an hol gaptived ’bars en ho liberte,
’Vel ma ’z oc’h, ma zervijer, gant ar c’hraz a Doue,
A ve couit ar Roue Franc da baëan neb tribut
Na da Sôz, na da Varbar ewit caout he dut.
— M’ho comparaj, ma mestrès, ouz eur feillen derw gwenn,
Pe ouz eun eostic hanv, war vec eur zapinen ;
Pe ouz eun eostic hanv, war vec eur zapinen ;
Ar re-ze dro, a zistro, gant ar pewar awel.
— C’hui a goze, den iaouanc, evel eun avocad