Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/276

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 220 —


   ’N otro lâre d’ezhe bepred :
— Tawet, merc’hed, na oelet ket !

   Tawet, merc’hed, na oelet ket,
’Wit ho puhe na golfet ket,

   ’Wit ho puhe na golfet ket ;
Met oc’h enor na laran ket.

   — Gwell eo ganin merwel mil gwech,
Ewit coll ma enor eur wech,

   Rac an enor, pa ve collet,
Ewit arc’hant n’hen caver ket !

   ’Wit laket ’n taboulin tro kêr,
’N enor kéz na deu ket d’ar gêr.

   Ha lost ar c’haz war ar min-glaz,
’N hini oar homan a oar c’hoas ;

   Ha gar ar gazec war ma scoa,
Me ’m eus hi lâret ’wit netra ;

   Ha lost ar big war an drezen,
Setu achu ma c’hanaouen.


(Mab Lucas).

______________


MARC’HARIT COANT
(IEZ GUENED)
____


   Chileuët hol, o chileuët
Eu sonic nevez ’zo savet,
Da Varc’harit oc’h Kergluyar,
Proprican plac’h war ann douar.

   Hac he mamm a lâre d’êhi :
Marc’harit keh, coantic oc’h-c’hui !
Petra vern d’eing bud e ken brao,
Pa n’am dimezet ket atao ?