Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/278

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 222 —


   Pa ve ann avalenn en ru,
Rêd ê he gutul, ha doc’htu ;
Coei ra euz ar voenn ann aval,
Mar n’hen gutuler, ia da fall.

   — Ma merc’hic coant, ’n em frealhet,
A-benn ur bloe e vec’h dimêt.
— Ha mar marvan a-raoc ur bloe,
Ma laket on eur bez neve.

   Laket tri boket war ma be,
Unan a roz, daou a lore.
P’az eï re dimêt d’ar vered,
E kemerint peb a voked ;

   Hac e lârint ’n eil d’egile :
— Chetu ur plac’h iaouanc ame
Pini a zo marv en he c’hoant
Da zoug mirouerou arc’hant !

   War ann hent-braz kent ma laket :
Cloc’h evidon na zono ket ;
Cloc’h war ann douar na zono ket,
Bêlec d’am c’herc’had na zeui ket.


Stival, tost de Bontivy, 1848.

______________



AN HINI VARWAS GANT AR C’HOANT
DIMI
____


   Ar plac’h a zavas beure mad,
Ewit lacâd he c’hoeff er fad.

   He mamm a lavare d’ezhi :
— « O Doue! braoa plac’h oc’h-c’hui !

   — « Petra dâl d’in-me beza coant,
« Pa na allan caout ma c’hoant?

   — « Tawet, ma merc’h, na oelet ket,
« Bars eur blâ, c’hui vô dimezet !