Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/282

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 226 —


ALIETTIC AR PALEFRE
____


   Aliettic ar Palefre,
Brawa plac’hic ’zo er c’hontre !

   Ma ven-me ganthi o cousket,
Me ve gant ma muia caret.

   — Ma c’heginer, ma fotr a di,
Kerz evit-on betec en-hi,

   Ha lavar d’ezhi, mar n’hen goar,
Eo plac’h caret war an douar.

   — Debonjour d’ac’h-c’hui, Aliet.
— Ha d’ac’h, keginer, p’ oc’h deuet ;

   — Me ’zeu da zigass d’ac’h lizer
Digant Bernez, ho servijer.

   — Trugarez ewit ho lizer :
Debret boed hac it c’hui d’ar gêr ;

   Debret c’hui boed, ha retornet,
Lâret d’ho mestr on dimezet...

   — Debonjour d’ac’h, ma mestr otro,
D’in-me a zo chanchet kezlo ;

   D’in-me a zo kezlo chanchet,
Aliettic ’zo dimezet.

   — Ma c’heginer, ma fotr a di,
Kerz evit-on d’ar marchossi,

   Ha dibres d’in ma ankane,
Ma ’c’h in da c’hoûd ar wirione.

   — Debonjour d’ac’h-c’hui, Aliet.
— Ha d’ac’h-c’hui, Bernez, p’oc’h deuet,

   — Kezlo newez, am euz clewet,
Credi ’ve gwir n’am eus ket gret.

   — Ar c’hezlo c’hallfe beza gwir ;
An holl n’ ho deuz ket ho dézir,

   Ha me am eus eur breur cloarec,
Mar clewfe-ze, a ven làc’het !