Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/284

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 228 —


   — Lest ho preur cloarec dengentil,
Ha pa ve ganthan cleze dir ;

   Ha pa ve ganthan cleze dir,
Deuz eur scoet hen eus, me’m eus mil ;

   Me’m eus eun ti en Landreger,
Tric’huec’h milin war eur rivier,

   Ha tric’huec’h milin war eur stang,
Hac a val hol gant neud arc’hant.

   Ar prennechou en aour melen,
Ann orojo en arc’hant gwenn.

   Pemp mil scoet ar bloaz a leuve
N’eo ket an hol ’n eus anezhe.

   Hol e vezont d’ec’h, Aliet,
Mar caret dont d’am c’homerret.

   — Otro, he tad raïo marvail,
’Welet he vab o paëa tail,

   Stouet ’bars an iliz, izel,
Ha c’hui savet a voad huël.

   Otro, diskennit, deut en ti,
Lakit ho marc’h er marchossi ;

   Lakit ho marc’h er marchossi,
Reit foën ha kerc’h d’han da zibri.

   Tapet ho torn bars ma hini,
Ma ’c’h amp hon daou da dimezi ;

   Ma ’c’h amp hon daou da dimezi,
Ha goude-ze, da eureuji.


(Caroline ar Bouill, Euz Duaut.