Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/288

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 232 —


   Mar d’ê gwir oc’h-c’hui dimezet,
Ma goalenn d’in-me a rofet,

   Rac an arc’hant, an aour melen
N’int ket ouz groeg kivijerrien.

   — Cloarec iaouanc, ma escuzet,
Eun dengentil eo am eus bet.

   — Hac a ve dengentil ha nobl,
’Man he lojen war vord an od ;

   ’Man he lojen war vord ar ster,
Henval ouz hini eur c’hivijer.

   ... Ar wreg iaouanc a lavare,
Er gêr d’he mamm, pa arrue :

   — Itron Varia ar Folgoat !
Penos c’hallo ma c’halon pad ?

   Penos c’hallo ma c’halon pad,
’Santout c’houez lezr gant he zillad ?

   — Tawet, ma merc’h, na oelet ket,
Perc’hen an aour oc’h eus-c’hui bet ;

   Perc’hen an aour hac an arc’hant,
Hac ar c’hloarec n’ê nemet coant !

   ... Et ê ’r c’hivijer da Landréger,
Me garje biken na deufe d’ar gêr !

   Na oa ket he gir peur-lavaret,
Eul lizer ’n he dorn ’zo digasset.

   Digasset lizer d’ezhi d’ar gêr,
Da lâret oa marw ar c’hivijer.

   ... Ar c’hloarec iaouanc a lavare.
En cambr he studi, eun de a oe :

   — Eun dra a newez ’zo c’hoarvezet ;
Ter feillen em Ieor a zo breignet;

   Ter feillen ’zo couezet d’an douar,
Intanvezet ê an neb am c’har !

   Eomp da Wengamp d’hi eureujin ;
Intanvezet ê ’n neb a blij d’in !


____________