Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/290

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 234 -


EUR ZON CLOAREC
____


   Disul vintinn pa zavis, war vord ar feuntenn c’hlaz,
Me remerquas ma mestrès o walc’hi he bisach :
Ken caer a oa ar feunteun, ken sclezr a oa ann dour,
Ken a em welemb en-hi, vel en eur mezelour.

   Ken caer oa ar feunteun evel ann olifant,
Ha war bevar biz d’ar plac’h a oa pemp diamant.
Ha me c’houlenn digant-hi ha me ’c’h aje d’hi zicour
Da c’hourenn ha da diskenn he ficheradic dour?

   — Ho trugarez, den iaouanc, ’vit ho bolante vad,
C’hui ’c’h eus re a vadelès, evit eun tremeniad ;
C’hui a zo diouzoc’h eur vourc’hizès iaouanc,
Hac a voar reï eloquanz hac ar gontantamant.

   — N’eman ket em fantazi caout bourc’hizès a-bed,
Ganec’h-hu da gauzeal am boa c’hoant da vonet.
Hac hi o vonet gant-hen indan eur bodic craou,
’Ben ma teujont a-c’hane, oant mignoned ho daou.

   Hac hi o vont gant-hen indan eur bod spern-gwenn,
Hac o troadan eur rozenn, a badas nao miz crenn.
Me ’zo eur c’hloarec iaouanc o poursu ma studi,
En han’ Doue, minorès, eun dra bennaket d’in.

   Hac hi o vont d’hec’h armel, o reï d’ezhan cant scoed,
Eun dousenn mouchouero hac eur peder roched.
Ma eo fixet d’ar c’hloarec ann amzer d’ dont d’ar gêr,
Ma oe fixet d’ezhan, oh ! ia, eiz miz hanter.

   Ha setu ann amzer ’oa fixet ac’huët,
Hac ar c’hloarec iaouanc er gêr na arri ket.
Pa oa ar vinorezic en he brasa poaniou,
A oa ar c’hloaregic ’n toul ann nor o selaou.

   — Êt gant-hen ma enor, oh ! ia, ha ma mado ;
Na drouc-pedan ket gant-hen, Doue d’hen amando !
— Dalc’het ha couraget, plac’hic a galon vad,
Da c’henel ho pugel, setu arri ann tad !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .