Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/312

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 256 -


   Ve ar muscaden en he votou,
Hac al lavand en he c’hodellou...

   — Tawet, ma merc’hic, na voelet ket !
Gwell ewit hennès a eureujfet.

   — Gwell ewit hennès mar eureujan,
N’am bô ket bet ma c’hoant er bed-man ;

   Hac a vije caz da zen a-bed,
Ma vijen ganthan o clasc ma boed ;

   Ma c’hoant er bed-man am ije bet :
Breman ’c’h ellan lâret n’am eus ket.

   Met mar he bolonte Jezus-Christ,
Me vo intanvezet ’bars tri miz !

   Me vô ’bars tri miz intanvezet.
Hac a vô dimêzet d’am c’hloarec !


II


   Setu deus bet Jannet he mennet,
Hac ’benn tri miz eo intanvezet ;

   Abenn tri miz eo intanvezet,
Ha na ’n eo ket dimêt ar c’hloarec.

   Na Janedic ’c’h ê d’an abarde
Na war benn-hent d’ar c’hloaregic-me ;

   Na pa oa gant au hent o tonet,
He c’hloarec dous hi deus rancontret :

   — Cloarec, cloaregic, ma gortoët,
C’hui ’zo war varc’h, me na on ket ;

   C’hui a zo war varc’h, accoutret mad,
Ha me ’zo ama war ma daou droad.

   Me am eus gwelet d’ac’h eun amzer
Lec’h em gortojac’h en ho kéver ;

   Hac e tiwiscjac’h ho manegou,
’Wit lacad d’in per em godellou.

   — Hac an amzer-ze mar am eus bet,
’Wit brema, Janedic, n’am eus ket.

   Na Janedic, evel ma clewas,
Na ter gwech d’an douar a gouezas ;