Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/316

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 260 —


   — Demad d’ac’h, ma dous Fransezan !
Me ê d’ar studi eo ec’h an.

   — Mar gê d’ar studi eo ec’h et,
Grêt ma arched aroc monet,

   Ha ma eizvet, ha ma zervij,
Ma dez-ar-bloa, ’vel ’man ar c’hiz !

   — Mar arri ganac’h neb anvoui,
Ma dousic, scrivet lizer d’in.


II


   A-benn eun ter zun ac’hane,
Vânas Fantic war he gwele.

   Fantic ar Rolland a lâre
D’he zad, d’he mamm, eun de a oe :

   — Ma zad, ma mamm, mar am c’haret,
Eur bêlec d’in-me a glascfet.

   — Pa garfet, Fantic, ’vezo grêt,
Casset kezlou bet ’ar c’hloarec.

   — Clasket bêlec d’in, pa lâran,
N’eo ket gant cloer ez on breman.

   Pa oa nouet, zacramantet,
D’he mamm, d’he zad hi deus lâret:

   — Ma zad, ma mamm, mar am c’haret,
Casset kezlou bet ’ar c’hloarec ;

   Casset unan a dud ho ti,
P’ ôtramant pôtr ar marchossi.


III


   Mewel he vestrès ’vonjoure,
En kêr Kemper pa arrue :

   — Demad ha joa hol er gêr-man,
Pelec’h ’man ar golaj aman ?

   Pelec’h ’man ar golaj aman,
E-man cloarec Rozmar en-han?

   Cloarec Rozmar, p’hen eus clewet,
He benn er prennestr ’n eus boutet ;

   He benn er prennestr ’n eus boutet,
Mewel he dous ’n eus saludet :